vendredi 31 octobre 2008
Divizet az peus stourm a-benn gwellaat da vuhez. C’hoant az peus en em aozañ, hep bezañ touellet gant olitikourien. Kengred out ouzh tud eveldout a nac’h :
konsañtiñ gant ar batroned
konsañtiñ gant ur sistem ekonomikel kriz ha neant
bezañ touellet gant politikourien a-vicher, sindikadoù ha kevredigezhioù ’zo.
C’hoant ’peus sevel ur bed reizhoc’h, lec’h m’emañ rannet ar pinvidigezhioù hervez ezhommoù an dud, en ur bed kuit a vrezel hag a harzoù.
EN EM UNANIÑ EVIT TREC’HIÑ
Ar CNT AIT a vod merc’hed ha paotred a stourm da gentañ penn a-enep d’ar c’horvoadur, an dienez ha gevier ar bolitikourien.
Dindan banniel ar CNT AIT en em gav tud bodet hervez pennreolennoù an anarko-sindikaliezh evit stourm e-barzh an embregerezhioù, ar c’harterioù ha lec’h ma tesker.
Ne gavi ket ar CNT AIT en dilennadegoù (politikel, sindikad), ha ne c’houl yalc’had ebet. Dizalc’h ouzh ar galloudoù eo.
Un aozadur stourm eo ar CNT AIT, war an dachenn ekonomikel ha sokial.
KREÑV A-WALC’H EVIT BEZAÑ DIEUB, DIEUB A-WALC’H EVIT BEZAÑ UNANET.
Pep den, pep strollad a zo anezhañ e bal stourm a-enep d’ar c’hevala hag e genseurt, ar Stad, a rank gouzout eo ennañ e-unan e gavo an nerzh pennañ.
Dirak galloud ar batroned hag ar bolitikourien, an dizalc’hidigezh ne dalv mann ebet hep an unaniezh hag ar c’hengred. Se a zo kaoz en deus pep hini e ger da lâr.
Al lieseurted, an dieubidigezh, ar c’hengred, ar c’hoant, an etrekouchoù micher hag a ra talvoudegezh an anarko-sindikaliezh a zo diazez hon stourmoù evit un dazont all ha disheñvel.
HOR BRO, AR BED !
An anarko-sindikaliezh, diazez ar CNT AIT. Kevredañ a ra sindikadoù lec’hel, bodet ’ba stroladoù rannvroel. Met bedel eo ar c’horvoadur, hag ar CNT a zo ezel eus an AIT (Kevredigezh Etrebroadel al Labourerien) gant aozadurioù all diazezet war an anarko-sindikaliezh eus Spagn, Rusia, Nigeria, Japan, Stadoù-Unanet, Aostralia pe Brazil…
Izili ar CNT AIT a stourm er memes lec’h, en em gav en ur c’hevrenn sindikad.
Kevrennoù lieseurt a gaver hervez ar micherioù (prevez pe foran).
Ar CNT AIT a gav gwelloc’h an etrekouchoù-micher rak ar gopridi a-bezh eo a rank rentañ penn ouzh argadoù damhañvel.
Holl a-gevret (labourioù foran pe brevez), tud diasur pe a-berzh-Stad, labourerien ha dilabourerien, e rankomp stourm.
Troet e 2008, Mersi deoc’h Torr e Ben
======================
An anarkouriezh n’eo ket an dizurzh. An urzh eo, hep ar galloud !
L’anarchisme ce n’est pas le désordre. C’est l’ordre sans le pouvoir !
Evit Breizh dieub … ha dieubet diouzh an holl vroadelouriezhioù : Harz ebet e Breizh !
Pour la Bretagne libre … et libérée de tous les nationalismes : pas de frontières en Bretagne !)
Na faskourien , na kapitalourien ! anarkourien !
Ni fascistes, ni capitalistes ! Anarchistes !
bevet an Ananarkouriez !
vive l’Anarchie !